Actus

Assemblée générale

  

Heritaj
60 ans de collectage dans les terroirs bretons

kinnig



« Kelc'h Gwened hep e bar », « korrollerezhioù digabestr... », « Startijenn ha krouidigezh »… setu penaos e tiskriv ar gazetennerien arvestoù ar strollad.

E rummad kentañ War'l leur emañ kelc'h keltiek Gwened. Meskañ a ra an hengounioù hag hor mare a vremañ, gant skoazell ul laz-seniñ.

 

Daou-ugent dañser(ez) a gemer perzh er strollad « arvest » a ginnig ur roll dañsoù liesseurt.

En em gavout a ra an dañs hengounel hag an dañs a vremañ, sonerezhioù dec'h hag hiziv, ar c'han, ar c'hoariva el leurenniñ kinniget en un doare ordin pe en ur gorolladeg. A-drugarez d'ar c'hrouidigezh ha da venozioù digor ar strollad ez eus bet kinniget meur a arvest, an hini diwezhañ o vezañ « Colporteur, approchez que je vous chuchote des histoires. » Abaoe meur a vloaz dija e labour ar c'helc'h gant leurennerien ha komedianed a-vicher a-benn gwellaat e grouidigezhioù.

Savet eo ar gorolladeg diwar un tem, pep prantad buhez, mare istorel pe ijinet o vezañ un digarez da grouiñ un arvest dibar. N'eo ket trawalc'h d'ar c'helc'h adkinnig un darvoud istorel, un diazez eo evit krouiñ un aergelc'h hag un arvest diamzer.

Evit harpañ an tem eo dibabet ar sonerezh, an dilhad, an dibab dañsoù. Ar pal eo reiñ plijadur d'an arvesterien ha war an dro ober eus dañsoù Breizh un arz a-vremañ.

 

 

Cliquez sur l'image ci-dessous pour voir les images du Ker


Ker 2017

facebook



Dielloù