Skol dañsoù



Ur skol eo ar c'helc'h keltiek ivez, stummañ a ra en un doare plijus ar vugale hag ar grennarded da sevenadur Breizh, dre an dañs, ar sonerezh hag an dilhad.

Kemer a ra ar re yaouank perzh e meur a ouel ha festival. Pignat a reont war al leurenn ha kemer a reont perzh e stajoù dañs ha sevenadur.

Tri strollad a zo :

Ur strollad bugale (ete 5 ha 9 vloaz) : pleustradeg d'ar gwener d'an noz etre 6e30 ha 7e30. Distro d'ar Gwener 16 a viz Gwengolo 2016

Ur strollad rakkrennarded (etre 9 ha 13 vloaz) bep meurzh etre 6e30 ha 7e30. Distro d'ar Meurzh 13 a viz Gwengolo 2016

Ur strollad krennarded (adalek 13 vloaz) d'ar merc'her etre 6e ha 7e30. Distro d'ar Merc'her 7 a viz Gwengolo 2016

Evit kaout meur a ditour, deuit e darempred ganeomp dre bostel pe dre bellgomz. Emaomp ivez e forom ar c'hevredigezhioù e derou miz gwengolo.